Intrudu Bio Breizh : Piv omp ?

Ar rouedad Intrudu Bio e Breizh

Ar gevredigezh Intrudu Bio Breizh zo ur gensavenn, ur rouedad embregerezhioù hag obererien eus Breizh hag a fell dezho sikour degas lañs ha brud da filierenn al Labour-douar Biologel ha d’ar produioù bio, ha treiñ o obererezhioù muioc’h war-zu ar filierenn-se.

E 1995 e oa bet krouet ar gevredigezh, dezhi an anv Inter Bio Bretagne er penn kentañ, abalamour ma felle d’an dud a vicher war dachenn ar filierenn Bio, gant sikour Kuzul-rannvro Breizh hag ar Stad, kaout ul lec’h boutin ha digor evit kendivizout, sevel raktresoù, degas lañs ha brud da filierenn al Labour-douar Biologel.

 

IBB remercie l’Office public de la langue bretonne (OPLB) pour son aimable traduction

En savoir plus : www.fr.opab-oplb.org